Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/451

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

439 Erfin Herodes Roue a Judee, map-bian da Herod^s peini en devoa graet inèrvel an Innoeantet, ba niz da He-rodes peini a lacaas Sant Yan-Badezour d’ar maro, a goundaounas Sant Jacques da veza dibennet, pevar blo-az ba daou-uguent goude Donediguez hor Salver. 4 E Relegoii a voe transportet er bloaz 816 d’ar Guaer a Gompostell êSpaign, da belec’h ez-a ê pelerinaich tud eus a bep parti eus ar bed christen. Ne ouffer quet nompri ar gra<jou special en deus rece-vet Rouantelez Spaign dre intercession ar Sant bras-mâ. Anaout a reont o deus dezâ an obligation eus a gals a Victoriou caér gonnezet var Ennemiet ar Religion; ha bepret o deus recours d’e brotection en oll afflictionou ha necessiteou publiq. reflexion. Sant Jacques evit oll recompans eus ar boan ac ar fatig a guemere evit convèrtissa e vro, ne recevas nemet ar maro di-gant ar bobl ingrat-se. Ar Sant n’en em gleme quet eus o ingra-teri: dre garantez evit Doue eo en, devoa graet ouement mad en devoa graet evit-o, ha digant Doue e espere e oll recompanc An dud a so alies ingrat; mar desirit eta caout ur recompans benac evit ar mad a rit dezo, grit-èn dre raport da Zoue, dre garantez evit Doue. Ne goller netra gant Doue : recompansi a ra bepret gant liberalite, ac en tu-all dar pez a ellomp da esperout. Eil Reflexion. Jesus-Christ a gac Sant Jacques var Menez Thabor evit disquez dezan e Chloair; maes e gac a ra ive var Menez Olivet evit e renta test e\is e anauen ac eus e angony. Ar gonsolationou memes spirituel ne oufrent quet beza continu epad ar vuez-mâ : ne guever nemet en Eê ar peoc’h constant ac ar joa barfet-se. An eneou devota a so necliet aviziou gant ar cenchamant affligeant a ferveur ac a sec’hor a santont en ho c’halon ; avi-ziou e vent anfflamet-oll gant ar garantez divin : neuse netra na goust dezo, ac e redont gant joa en hent eus a Chourc^he-mennou Doue; aviziou en èm santont yeri, ne guevont goud ebet en ho fedennou, ha ne reont nemei dre boan an oll mad a reont; maes ne dleont quet evit quemense songeal e vent neu-beutoc’h agreabl da Zoue. Carantez Doue var an douar en em vag a groasiou ac a sou-