Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/452

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

440 SANT JACtfJES. 25 Gottere. francou. Ne bigner var Menez Thabor, nemet evit pignat iye var Menez Calvar. Var an Thabor ê tanver an doucder eus lia c’hloar an Autrou Doue : var ar Chalvar e recever ar frouez eus a Bassion ha Maro Ïesus-Christ. Ar chuechvet-vam-uguent a viz Gouere. SANTES ANNA. An Ilis en e Ofica lavar deomp penaus en deus graet Doue ur chrae quer bras da Santes Anna, ma e deus me-ritet beza Mam aar Vam beniguet eus e Vap-uniq. Mar deo quer glorius evit an Itron Vaiïa caout ur Map peini a so Doue, a ne de quet glorius meurbet evit Santes An-na caout ur Verc’h peini a so Mam da Zoue ? Ac evel ne de quet possibl da speret an den compren an excellan^ eus ar Verc’hes Sacr, ê quement a ma e deus ur Map ac a so Doue; ne ouffemp quet ive conceo parfetamant an excelianc a Santes Anna, ê quement a ma e deus ur Verc’h ac a so Mam da Zoue. Ar galite-mâ ebquen a so dreist an oll meuleudiou a ouffemp rei dezi. Santes Anna a ïoa guiuidic eus a Vetleem. Remerqüet e voe enni a vlanic ur furnez, ur vodesti ac un devotion quer bras, ma velzeur ervad penaus e devoa recevet eus an Eê gra^ou special ha privilegiet. He brassa joa a vao beza retiret; an darn-vuya eus he amser a dremene en Oraeson; ac he oll studi oa da blijout da Zoue. He c’he-rent oc’h e guelet en oad, e demezas-da Joacin ar sante-la den a ïoa en amser-ze. Joacin var ar Menez, eme Sant Epifaan, a offre san-cess e oraesonou ac e veuou da Zoue evit e bidi da ziga<^ ar Messi, ha da hasta ar Redamption a Israél; ac Anna retiret en he zy, a ree da Zoue ur sacrific continuel anezi he-unan er ferveur eus he draeson. Ne sortie nemeur, maes quel hes ma er gree, ez-oa un exempl edifiant evit quement hini e guele. He modesti, he c honversation, an a?r memes anezi a ree da bep-unan admira he vertu, ac a inspire nr respet bras evit-y. 26 Gouere. santes anna. 444