Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/425

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

quet c’hoas tregoht vloas, ma voe choaset evit regeanti-an Theologi ê Paris, ha d’an oad a bemp bloaz ha tre • gont e voe graet General eus e Urz. Ar Garg-se na servi-chas nemet evit e renta humploc’h : bisceas den n’en de-voe santimanchou iséloc’h anezâ e-unan gant muy a ve-rit. Peguer carguet benac e voa a afferiou, ne ziminuas netra eus e binigennou ordinal, nac eus anamser a roe d’an Oraeson ha da servicha ar re glân. Gouarn a reas e Urz epad trivech vloaz gant prudan^, gant dou^der ha gant sourci bras d’er c’honservi en e guenta ferveur; mses n’eñ em gontante quet da labourat evit perfection e Urz eb quen. Obliget dre an dever eus e Garg da vale dre gals a Bro-vincou differant eus an Europ, ne lese achap occasion ebet da brocuri ê pep-lec’h gloar Doue ha silvidiguez ar bobliou. Sermon a ree, instrui ha côfes, en ur ober par-tout Conversionou bras; ha cass a eure lod eus e Religi-uaet da brezeg ar Feiz d’an Infidelet. Sant Thomas, an Doctor Angeliq, o veza deut un deiz evit e velet, ac o veza e gavet o scriva buez Sant Frances, en em dennas, en ur lavaret: lesomp ar Sant da labourat evit ar Sant. Ar memes Sant Thomas ravisset gant an doc-trin divin a admire en e scridou, er pedas un deiz da ziscleria dezan evel ur mignon fidel, a oelec’h e teue de- . zâ un Doctrin quer spirituel, ac ul loquan<j peini e de-voa quement a vertu da douich ar c’halonou. Sant Bona-vantur o tisquez neuze dezan e Grucify: Cetu al Lepr bras, emezân, e peini e tescân va unan ar pez a zescân dar re-alL Ar Pap Gregor decvet er greas Cardinal, ac er Sacras Escop eus a Albaino, en despet da guement a reas evit miret. Mont a eure eus a Rôm gant ar Pap d’ar Choncil general a Lyon, peini a zigoras d’ar seizvet a viz Maé er ^ loaz 1264. Eno e sermonas diou veich dirag an oll Da-dou assamblet, ac e labouras muy evit nicun var an oll poenchou a ree ar sujet eus ar Choncil. Goude be^a me-ritet admiratiôn an Tadou eus a Ilis Latin ha Greq, e couezas clân. An oll a voa affliget bras, ma^s Doue a felle dezâ recompansi e labourou ha Curuni e veritou en un Assamble quen enorabl ha quersantel. Tremen a reas 414 SANT BONAVANTUR. 14 Gouere. « ^