Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/426

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

eusar vuez-mâ d’an Eternite eürus, d’âr bevarzecvet a vizGouere er bloaz 1274, d’an oad a dri bloaz ac anter-cant. Ar Pap gant an oll Dadou eus ar Choncil a assistas en e Enterramant, peini a vôe graet gaht ur manifiganc dre-ist-ordinal. Eiz-uguent vloaz goude ma varvas e voe di-goret e Ve, ac e voe cavet e benn quer fresq ha quer ru evel pa vize beo : eus an nemorant ne voa nemet ar Re-legou. Ar Sant-mâ en deus composet Levriou caervar anThe-ologi ha var ar Scritur Sacr, ha meur ha Lfevr spirituel leun a onction, ha propr da excita er c’halonou an tene-ra devotion, pere o deus meritet dezâ an hano a Zoctor* Serafiq : cetu amâ darh eus E VAXIMOU SPIRITUEL. 1. Ret e pellaat dious un den ê coler, evel dious ur c’hy arraget. 2. Evel an Eaur a vir ne da al Lsestr da goll epad an tour-mant, evelse an esperanc a vir ne gonsant an ene d’an drouc en amser an dentation. 3. An den just ne guemer quét a ciiloar evit an enor a ren-ter dezan : ne deo quet tristoc^h evit beza dispriset, na soiteset pa zigouez gantâ un afïliction benac. 4. Ar resination da volonte Doue ac an humilite a laca ur peoc’h bras en ene. 5. An humilite e deus pedir fasenn ; ar c’henta, eo dispri-sout ar bed ha quement a ouffe da lavaret; an eil, miret na zeu-ser da zisprijout den ebet; an drede, en em zisprijout e-unan ; arbevare, beza contant d’en em velet dispriget. REFLEXION. An Doctor sântel-mâ en deus desquet muy en Oraeson eharz treit e Grucify, evit n’en deus desquet dre e oll studi : eno e voa e recours en e oll difficulteou. Ene Christen, eno e tle be-za ive ho recours en hocli oll douetou, evit bezâ instruet; en hoc’h oll afflictionou, evit bezaconsolet; en hoc’h oll necessi-teou, evit beza sicouret.