Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/408

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ar. 6 Gouere. den ebet innoyant pe divlam , ha cetu a-se a belec’h e teu an difficulte-ze quer commun, da gridi ar mad eus ar re-all, ac ar facilite-;ze quen ordinal da songeal ha cridi drouc eus e nessa. Ar garantez vras a exerce Sant Goar è pep faecon ê quêver ar re a zeue d’e gavout, a servichas da fond evit e zicrial ac e ziiïami. Ret eo caout ar galon ac ar speret goal-troet, corrompet a fall-bras, evit ober ur c’hrim da un den eus ar pez a so ennan ha vad, ac eus ar pez a verit muya beza meulet. Ar Santelez e deus bet bepret adversourien, maes ar Saent ho deus bepret triomfet anezo. Pe vern deomni beza barnet gant an dud, pa ze Doue ebquen eo hor Barner ? Arseisvet devez a viz Gouere. sant guillebau, escop. Ar Sant-ma a ioa guinidic a Vro-Sauz. E Dad goude bezainspiret dezâ a vianic carantez Doue, ac un horreur bras ous ar pec’het, èn lequeas abred etre daouarn ur Maestr vertuzus. Ar c’hrouadur a brofitas quement, ma velzeur ervad e quemere an Autrou-Doue ur sourci par-ticulier anezân. O veza dèn yaouanc, e zou^der ac e vodesti gant un aer a zevotion a remerquet var e visaich, a ree da bep^unan e estimout ac en em blijout oc’h en em antreteni gantâ; ba nicun n’en em retire eus e gom-paignunez eb santout ur ferveur nevez. Ar fizian^ en devoa da receo gracou bras var Beïou an Ebestel Sant Per ha Sant Paul, a reas dezâ d’an oad a ur . bloaz varn-uguent mont ê pelerinaich da Rôm. Non ob-stant ar fatig eus an hent en ur veach quen hir, ne glas-que piorse quen guele nemet an douar, ha ne guemere nemet bara na dour d’e repas. Goude beza tremenet taust da ur bloaz ê Rôm evit contanti e zevotion, ez-eas da visita an Douar Santel. Commang a eure dreNazaret. Ar guêl eus ar pla^santel-ze ê pelec’h e tisclerias an ^El d’ar Verc’hes Vary penaus e voa choaset evit bez^ Mam da Salver ar bed, ac ê pe-lec’h e oue accomplisset Myster an Incarnation, a gargas