Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/409

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

i 7 Gouere. saht guillebau. 897 e ene eus ur joa sansibl, ac a grescas quement e zevotion en andret Mam Doue, na heanas e zaélou o redec du-rant ma chomas er Guaer eürus-se. Ac’hano ez-eas da Betleem, elec’h ma voa bet ganet Redampteur ar bed. Eus a Vetleem en em fentas ê Cana, quer brudet dre ar c’henta Miracl a reas Jesus-Christ ê publiq; ac’hano e tremenas dre Capharnaom, ê pelec’h en devoa graet hor Salver adorabl quement a Viraclou. En em renta a reas goudeze ê Jerusalem : eno e chom-mas hirroc’h amser evit contanti e ferveur en ul lec’h peini a ïoa bet quen alies sanctifiet gant Jesus-Christ dre e bresanc. Ne ancouâs quet anezâ ar Jardin Olivet; mses netra n’en touchas quement evel Menez Calvar. An theatr bras-se eus a Bassion ha Maro Jesus-Christ va ar Groas, a reas quement a impression varnezân, ma oue dare d’e galon ranna. Erfin goude beza visitet ar Be sacr eus hor Salver, ha Menez Thabor divar peini e pignas en Eê, e visitas ar Chouenchou principala eus ar Pales-tiin, ac an Hermitachou brudet dre santelez ar Religiu-set a chomme enno, eus a exemplou pere en devoa un desir bras da brofita. Prezeg a reas goudeze en Allemaign gant quement a frouez, ma ouegraet Escop a Eichstat. Cavout a reas eno cals a draou da ober, ha dont*a reas a-benn anezo tout. Ar Prelat santel-mâ en devoa un donaeson particulier evit consoli ar re affiiget ac evit dou^aat o foaniou : an aer, an daill anezan, e gomsou, e fae^on, pep-tra a gonso-le. Quer carantezus ha quen truezus e voa ê quêver peb-unan, ma allelavaret evel Sant Paul: Piouso affligpt, ha nen doun-me quet quement ac èn ; piou a soufr, ha n9er sahtan^me quet? Erfin goude beza labouret taust da bemp bloaz ha daou-uguent da regli ha da sanctifia e Escopti, e varvas er bloaz 787, oaget e-tro c’huec’h vloaz ha pevar-uguent. REFLEXION. » Ar Saent-pll a so bet carantezus ha truezus ê quêver o nessa. Doue oc’h anaout an avantaichou a brocur ar garahtez, ac âr mad bras a ra etouez an dùd, a ordren deomp en em garèt »