Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/99

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

•8. Fevrer. Saat Iax Matua, S3 Goude beza studiet en theologi e Paris, e reccvas eno an urzou sacr. En he oferen guenta, en amser ar gor-reou, e vêlas un Æ1 e furm un den iaoaanc caër meur-bet, guisquet e guenn, pehini en devoa var he habit ur groas glas ba ru, hac en he guichen daou gaptif carguet a chadennou. Ravisset hac extasiet dre ar vision-se, e compTenas e voa destinet gant Doue evit racquita ar gap-tivet digant an infidelet. Evit en em zisposi da un affer quen important, en em dennas en desert, e pelec’h e rancontras un hennit santel hanvet Félix Valoa, pehini a edo eno abaoue pell amser. Beva a résout ho daou assam-bles er pratiq eus an oll vertuziou , hac ar brud eus ho santelez a reas da gais a dud dévot dont d’ho c’havout evit beva dindan ho direction. * Tri bloas a voa ma cunduent evelse en desert ur vuez angeliq, pa zigouesas dezo guelet o tont etrezec-enno ur cliaro pehini en deyoa var he benn ur groas henvel ous an hini a zougue var he habit an Æ1 pehini a voa bet apparisset da sant Ian Matha en be oferen nevez. Un dra quen admirabl en oblijas da ziscleria d’he gompaignon ar vision en devoa bet. Eus a neuse e quemersont ho daou ar resolution d’en em rei oll ha d’en em gonsacri da zi~ livra ar gristenien pere a voa e captivité dindan an Tur-quet. Mont a resont da Rom evit discleria ho dessein d’an tad santel ar pap, hac evit disqui gantan ar pes a dlient ober. Queit a ma voa ar pap oc’h ober he sonj, hac o deliberi hac en approufse an urs nevez-mà , e vêlas he-unan, en ur lavaret an oferen e ilis sant Tan Latran , un Æ1 guisquet e guen, gant ar memes mercou ma voa bet apparisset da sant Ian Matha. Goude ar vision-se e approuvas an urs bac e ordrenas e tougse ar religiuset ur guiscamant guen gant ur groas glas ha ru var ho estomac. C’hoant bras en devoa sant Ian Matha da vont en Afriq etouez ar barbaret, hac he joa a vize bet da chom he-unan e captivité e plaç ur c’haptif bennac ; mæs ar pap o veza he zalc’het e Rom evit en em servi]out anezan en afferiou important eus an Ilis, e cassas daou eus he re-ligiusel da Varoc, e pelec’h e racquitsont evit ar c henta gueich c’huec’h captif ha nao-uguent. Ar sant-mà o veza revuset beza cardinal , en devoe erfin conje digant ar pap da vont, en Afriq. Eno e lecevas T 2 Digitized by Google 8