Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/100

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

3 San? Ian Matha. % 8. Fevrer* meur a voall-dretamant digaat ar barbaret; mæs beza en devoe ar gonsolâtion da gonsoli ar gaptivet, d’ho chreaat er feiz , ha da zilivra an darn-vuia anezo. O veza distro da Rom, petra-bennac ma voa sempleet he ners, e tremenas an daou vloas diveza eus he vuez o visita ar brisonerien , oc’h assista an dud clàn, o soulaji ar beaurien, ac o convertissa eneou da Zoue. dre he ins-tructionou santel. ' Erfin, nset gant an oll fatig en devoa bet, ha consu-met gant ar flam pur eus a garantez gristen, e rentas da Zoue he ene innoçant er bloas 1213, etro an oad a ur bloas ha tri-uguent. REFLEXION. Admiromp ar garantez vras en deus bet ar sant-mà evit ar gaptivet, en ur labourat gant quement a fatig evit ho racquita. Ma na ellomp quet ober quement-se , soula-jomp da nebeuta miseriou hon nessa er pes a vezo possibl deomp; ne oüffemp ober netra agreaploc’h da Jesus-Ghrist, pehini hon assur ne leso quet hep recompanç ur veren-nat dour epquen roet dre garantez evitan da ur paour. Pebes recompanç eta a root-hu, Salver adorabl, d ar re ho devezo græt alusennou bras? Pebes recompanç a zes-tinet-hu dar re ho devezo prenet pe gontribuet da rac-quita ar gaptivet, d’ar re ho devezo visitet ar re glàn, consolet ar re afflijet, pratiquet an euvrou a visericord? An navet devez a viz Fevrer. SANTES APOLLINÀ , GUERC HES HA MERZERES. Er bloas daou chant eiz ha, daou-uguent e savas er guær a Alexandrii, e pehini edo un nombr bras a baya-net, ur bersecution pe ur revoit a enep ar gristenien. Ar pen-caus a-se a voe un den maleurus pehini en em emelle eus a zivineres pe ar sorceres. An trompler-se in-citet gant an drouo-speret, a vrudas partout penaus e tlie ^rruoutur malheur brasbennac e quær, ma ne vije distru-jet àr christenien. Ne fallas quet davantaij evit lacàt ar bayanet e furor out-ho. Cetu e pe feçon-e parlant sant Denis, escop eus a Ale- Digitized by