Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
92
Ar Sul Bleuiou.

Songit ez iit da receo un Doue liberal, leun a vadelez hac a garante evidoc’h, pehini o tont d’en em rei e-unan deoc’h, a zeu er memes amser evit ho carga eus e c’hrasou. Gant pebes carante na dleït-hu quet mont daventàn evit e receo hac logea en ho calon !

2 P. Considerit petra oc’h hoc’h-unan : considerit ho neant, ho paourente, ho miser, ho sempladurez, ho fragilite, ho pec’hejou tremenet, hoc’h ingrateri e quènver un Doue, pehini goude quemense tout à zisquez deoc’h c’hoas quement a vadelez.

Ar reflexion parfet a reot voar an diou gonsideration-ze ne oufe quet mancout gant graç Doue da excita en hoc’h ene santimanchou bras a humilite, a gontrition, a garantez, hac un desir bras da receo un Doue quer mad, quer carantezus ha quen dign da veza caret.

Ne dleit morse Sacramanti heb caout ar santimanchou-ze en ho calon ; mæs ive gant-o e illit tostaat