Diou gonsideration pere a ell contribui cals d’ho tisposi evit ober ur Gommunion vad ha santel. Ar guenta, songit piou eo an hini a zeu davedoc’h. An eil, songit piou oc’h hoc’h-unan.
Barz tostaat ouz an Daul santel, considerit hoc’h eus an enor da receo un Doue eus ur Vajeste infinit. Mar en em breparer gant quement a sourci evit diguemeret ur Roue pe ur Prins, ha mar douguer dezo quement a respet, petra ne dleit-hu quet da ober evit en em brepari da ziguemeret Roue an Eê hac an douar, ha gant pebes respet, gant pebes humilite ne dleit-hu quet e receo ?
Songit penaus an hini a zeu davedoc’h a so infinimant santel, gant pebes purete a galon e tleit-hu eta tostaat ous ar Sacramant divin-mâ ? Peguer pur, peguen net e tle beza he coustians !