Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
89
Ar Sul ar Bassion.

er groas, hac o vervel dre garante evitàn.

Pebes couraich a inspir Passion hor Salver da ur Christen evit ar souffrancou ! Pebes horreur ous ar pec’het, pebes disprijans evit plijadurezou ar bed, ha pebes carante evit e Redemteur divin.

Peguen dous e vezo da un den pehini epad e vuez a vezo bet accustumet da gontempli Jesus-Christ crucifiet, hac en devezo labouret d’e imita, peguen dous e vezo dezàn en heur ar maro quemer e grucifi etre e zaouarn ha mervel ous e gontempli !

O va ene, consider da Salver er Jardin Olivet e pehini e c’huesas an dour hac ar goad o sellet ous an nombr hac ar grevusdet eus da bec’hejou, evit pere e oa en em garguet da satisfia. Consider-èn etre daouarn ar Yusevien, consider e gurunen spern, e fas hac e gorf goloet a c’houliou hac a voad ; consider-èn o tougen e groas voar menez Calvar ; consider-èn er groas ; consider ar gouliou sacr eus e zaouarn, eus e dreit hac eus e gostes.