ret eo din eta en em zerc’hel var evez gant aoun na venn suprenet : ret ê din regli ervad va buez : ret ê din en em lacât e stad da vont dirac Doue pa bligeo gantàn va guervel : ret ê din ober bremàn ar pez a garren da veza grêt en heur ar maro : ret ê din tremen peb deiz eus va buez evel pa dlefen mervel en deiz-ze.
Gouelit petra a raï muy a boan deoc’h voar ho maro, ha quemerit ar resolution da lacât urz e quemense.
Gouelit petra a illit ober bremàn hac a garrac’h da veza grêt pa viot en hoch heur diveza, ha quemerit ar resolution d’e ober.
O va Doue, me ho trugareca da veza roet din amser evit en em brepari da vervel ; pelec’h e ven-me bremàn mar ho pije va surprenet ur bloaz so, dec, uguent vloaz-zo ?
Petra a raën me, ma ve rêt din mervel hirio ?