dezàn amand enorabl, hac o contempli a amser-da-amser e Bassion en deiziou-mâ pere a vezo implijet gant quement a re all d’e offanci.
O peguen agreabl e voac’h-hu dezàn, ha pebes recompans n’ho pe-hu quet digantàn ? N’ho pezet douetans ebet ne vezo quel liberal en hoc’h andret ha ma viot bet fidel dezàn ; hac esperit gant fizians e lavaro deoc’h un deiz ar c’homçou consolant-mâ : c’houi eo a so chomet fidel din em amser ma voàn abandonet gant bugale ar bed : epad ma en em livrent da bep seurt debauchou, c’houi hoc’h eus va enoret ha ma servichet : epad ma voàn outraget gant-o c’houi hoc’h eus roet din mercou eus ho carantez hac eus ho tevotion ; evit recompansi ive ho fidelite, e fell din ho renta participant eus va madou, eus va eürusdet, eus va Rouantelez.
E pe fæçon hoc’h eus-hu tremenet amser an ened er bloaveziou passeet ?