Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
63
Evit Sul ar Quiquagesim.

ha ludu, ha distrei a reot e ludu.

Ha c’hui a garre mervel goude beza en em livret oll en deiou hac en nosveziou maleürus-mâ d’an ebat, d’an assambleou, d’ar vezventi, evel ma ra quement a dud libertin, e pere a seblant e ve mouguet ha maro ar sclerigen eus ar feiz hac eus ar ræson ? Ha n’illit-hu quet beza surprenet gant ar maro en amser-mâ evel en un amser-all ? Hac ar c’henta a veac’h-hu a ve maro subitamant da verc’her al ludu goude beza dancet epad an nos diarauc, pe a ve bet transportet d’ar meurs ened eus ar fest var guele ar maro ?

Mar fell deoc’h eta heulia Jesus-Christ, disquezit ez ouc’h dezàn, oc’h en em separi dious direglamanchou ar bed, hac oc’h en em ziscleria disquibl eus e groas.

N’ho pe-hu quet c’hoant da rei da Jesus-Christ ur merq benac eus ho carantez evitàn ? Pebes occasion na guivit-hu quet d’e ober en ur gundui ur vuez gristen ha devot, oc’h ober