Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47
goude ar Rouane.

eme hor Salver, a so ive hênvel ous un tamic goell lequeet e touez ar bleud pe an toas, pehini a ra d’an toas oll c’huea ha goï. Evelhen eo e explique Jesus-Christ e zoctrin celestiel dre comparaesonou familier.

Sant Vaze, Ch. 13.
Meditation var ar fidelite en traou bian ha dister.

1 P. Hor silvidiguez a zepand alies eus hor fidelite da Zoue en un dra vian.

2 P. Hor reprobation a gommans peurvuya dre hon infidelite en traou bian.

1 P. Considerit penaus hor silvidiguez eternel a zepand alies eus hor fidelite da heulia un inspiration vad deut deomp eus an Eê, pe da brofita eus un avis mad roet deomp, pe da ober reflexion var ul lectur vad hon be clevet. Ur songeson vad, pe en em arreter da ober reflexion enni a zeu da brodui effejou bras en ene.

Hor silvidiguez a zepand eus hor fidelite d’en em viret ous ar fautou