Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
Ar c’huec’hvet Sul

dister. An hini en deus aon rac ar pec’hejou bian, ne gouezo quet e pec’hejou bras.

Nep a so fidel, eme hor Salver, en treou bian, a vezo fidel en treou bras.

Ne gavomp nemeur an occasion da ober treou bras ha dreist-ordinal evit Doue. En em sanctifia a dleomp eta dré an treou commun hac ordinal a reomp bemdez. Greomp mad hon labour ordinal, greomp-èn gant un intantion santel ; suportomp a galon vad ar poaniou eus hon etat ; souffromp gant patiantet an injur-ze, an disprijans-ze, ar goms rust-ze ; e quemense e consist hor santelez.

An distera action a vertu a verit ur recompans en Eê. Doue a gonsider muy ar garante gant pehini e labouromp, evit ne gonsider hon action. Doue n’en deus ezom a netra digueneomp : ne c’houlen nemet hor c’halon hac hon obeissans.

Hor vertu hac hor perfection ne gonsist quet oc’h ober treou bras,