1. Poent. Evit petra e permet e vemp tentet.
2. Poent. Ar pez a dleomp da ober pa santomp an dentation.
Considerit penaus an avel hac an tourmant-ze pehini a erruas gant an Ebestel, a represant ar pez a erru gueneomp voar ar mor perillus eus ar bed-mâ, e pehini oump exposet da un infinite a zangerou, a gontroliezou, a dentationou. Beza ez eus bepret un avel benac o c’houea, un dentation benac pehini hon tourmant, un dristidiguez pe ur boan benac pehini a droubl peoc’h hon ene.
Doue a bermet quemense evit distaga hor c’halon diouz ar vuez-mâ, e pehini ne gavomp nemet trubuill ha miser ; Doue er permet evit ober deomp santout hor sempladurez, ha peguement e tleomp disfiziout ac’hanomp hon-unan ; Doue er permet evit eprouvi hor vertu : Abalamour ma oac’h agreabl da Zoue, eme an Æl