Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/43

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39
goude ar Rouane.

da Dobii, eo bet necesser ma e veac’h bet eprouvet dre an dentation. Doue er permet evit hor purifia ; car evel an tân a amproü hac a burifi an aour, evelse, eme ar Speret-Santel, an dentation a amprou hac a burifi mui-oc’h-mui an den just. Doue er permet erfin evit rei deomp occasion da bratica ar vertuziou, ha da grisqui hor mirit hac hor c’hurunen en Eê.

2 Poent. Considerit penaus an Ebestel ous en em velet en danger da vont da goll, o devoe recours da Jesus-Christ. Disquit dre o exempl ar pez a dleit da ober abars peb tra pa santit an tourmant eus an dentation o sevel en hoc’h ene, ho pêt recours d’an hini pehini hepquen a ell ho savetei hac ho tilivra a bep drouc. N’en em arretit quet neuse da ober reflexion varnoc’h hoc’h-unan, na da chelaou pe da examina en dentation, mæs rac-tâl ho pêt recours da Zoue, evel ma o devoue an Ebestel, ha livirit dezàn : va sicourit, va saveteit, va Doue, emedon en danger d’en em goll.