Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/40

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
An drede Sul

Ma ne gredit quet ar guiriorieou-ze oll, n’hoc’h eus quet a Feiz ha ne veritet quet douguen an hano a Gristen ; mar o c’hredit heb ho fratica, en em gondaonit hoc’h-unan. Nep ne gret quet, eme sant Yan, a so deja barnet : mæs nep a gred hac a ra ar c’hontrol d’ar pez a gred, a so deja condaonet.

Grit resolution da ober alies Actou a Feiz, ha da ober reflexion var ar guirioneou bras eus hon Religion ; quemense ho sicouro cals da gundui ur vuez gristen. Quemense a inspiro deoc’h santimanchou bras eus a Zoue, eus e buissanç, eus e brovidanç, eus e vadelez, eus e justiç, hac a raï deoc’h beva en e zougeans hac en e garante. Hac e vec’h couëet er brassa disurz, ar reflexionou-ze a so capabl d’ho tenna anezàn ha da ober deoc’h terri pep goal accustumans.

Va Doue, me a gred ferm an oll guirionezou hoc’h eus revelet hac a bropos deomp an Ilis eus ho pers da gridi.