Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35
goude ar Rouane.

Grit amâ refiexion varnoc’h hoc’h-unan.

Ah cridi a rit-hu parfet an oll gouirioneou eus ar feiz ? Cridi a rit-hu ez eus un Doue peini ho qouel hac o clef, dirac peini e rencot apparissa un deiz evit renta cont ous hoc’h oll œuvrou, ha receo ho setans diveza ? Penaus illit-hu eta ober en e bresans ar pez ne gretac’h quet ober dirac un den ?

Ha c’houi a gred penaus Doue dre e brovidans en deus sourci a bep tra ? Perac eta e vurmurit-hu en ho paourente pe en ho poaniou ?

Ha cridi a rit-hu penaus ur pec’het marvel hepquen ho rend coupabl eus a boaniou an Ifern ? Penaus e teut-hu eta da gommeti quellies a hini heb remors, heb aoun ebet ?

Ha cridi a rit-hu penaus evit beza salvet ez eo necesser trec’hi ho coal inclinationou, renons d’ar bed, d’ar c’hiq, d’an drouc-speret, pardoni a galon d’hoc’h adversourien, beza humbl, beza trugarezus, hac en ur guer heulia reglennou eus an Aviel.