Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/283

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
279
Method a Oræson.

quet, trugarecaït Doue pehini en deus roet ar c’hraç ze deoc’h, ha quemerit ar resolution d’e bratica en ur fæçon c’hoas parfetoc’h en amser da zont. Mar hoc’h eus manquet da ober ar pez a dliac’h, goulennit gant an oll humilite possibl, pardon digant Doue, grit ur resolution ferm da veza fideloc’h en amser da zont ; guelit pere eo an occasionou o deus ho lequeet da goueza en direglamant-ze, hac en em resolvit da bellaat diouto a grenn.

Abars achui hoc’h oræson, trugarecaït an Autrou-Doue eus ar graçou en deus accordet deoc’h enni, eus ar sclerigen en deus roet deoc’h, eus ar santimanchou mad en deus inspiret deoc’h, eus an affectionou ha mouvamanchou santel en deus excitet en ho calon. Erfin goulennit digantàn ar gouraich hac an nerz da bratica gant fidelite ar resolution ho pezo quemeret : goulennit ar c’hraç-ze dre meritou Jesus-Christ, dre intercession an Itron Varia, hoc’h Æl mad hac ar Sænt da bere hoc’h eus muy a devotion.

Er bagen 293 amâ varlerc’h e quefot ive quemense scrivet pen da ben.

Goude hoc’h oræson, evit conservi ar speret a zevotion, songit alies en deiz ze er pes en deus ho touchet muya, hac ho pezo cavet ar propra evit hoc’h avançamant spirituel. Ar poent-mâ a so hanvet ar Boquet