Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/282

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
278
Method a Oræson.

da lavaret ê, songit penaus Doue ho cuël hac ho clev, hac ez ê disposet da accordi deoc’h ar pez a c’houlennot digantàn : adorit e Vajeste Souveren gant an oll respet a behini ouc’h capabl : en em anavezit indign d’en em bresanti dirag un Doue quer bras ha quer santel : goulennit digantâ pardon eus ho pec’hejou tremenet, evit ma viot guell disposet da receo e c’hraçou hac e faveuriou. Goude beza en em lequeet e presanç Doue er fæçon-mâ pe en ur fæçon bennac-all, goulennit digantàn gant fizianç ar sclerigen hac ar c’hraç da ober un oræson vad : pidit ar Speret-Santel da sclæraat ho speret, da doma ha da anflammi ho calon.

Er bagen 291 amâ varlerc’h e quefot quemense merquet oll, en hevelep fæçon n’ho pezo nemet lenn.

D’an eil, considerit an traou importanta ho pezo lennet pe clevet lenn, hac ar pez a allot guell da imita ha da bratica. Grit reflexionou serius, guella ma allot, voar ar virionez pe ar sujet hoc’h eus da vedita ; considerit ar mad a so proposet deoc’h evit e imita, pe an drouc a broposer deoc’h evit e evita : songit a berfetet peguen avantajus eo ober ar mad ze, ha peguen dommajus eo ober an drouc ze : examinit ha c’houi a so bet a ziaguent fidel da ober ar pez a dliac’h voar guemense, pe c’houi hoc’h eus manquet er poent-ze. Ma n’ho pe quet man-