rituel : hiniennou memes eus an tadou santel-ze o deus avancet penaus ne gomprenent quet e voa possibl cundui ur vuez christen hep an oræson mental. Mæs petra benac a ve, consideret o deus-oll an oræson mental evel an agreapla da Zoue hac ar profitapla evit an eneou, evel ar voyen an æzza, ar berra hac an assura evit ober e silvidiguez, evel ar propra da inspira deomp an horreur eus ar pec’het, da ober deomp estimout ha caret ar vertu, ha d’hor c’hreaat e servich Doue.
Dre an oræson e teu an den d’en em antreteni calon-ouz-calon gant e Zoue. Pebes enor ha pebes avantaich ! En oræson eo e communiq Doue d’an den e c’hraçou gant abondanç, o scleraat e speret, oc’h anflammi e galon, hac o carga e ene eus a un douçder pehini a dremen infinimant an oll joa eus ar bed. Avantajou quer bras ha quer caër na dleont-ii quet hon excita da ur pratiq quer mad ha quer santel ?
Mæs martese e leverrot-hu : ne ouzòn quet ober oræson, ha n’em eus quet amser d’e ober. Da guemense e respontin : da guenta, mar livirit n’hoc’h eus quet an amser, dre’n abec ma hoc’h eus cals a labour (supposet memes e vec’h o servicha) na illit-hu quet da viana ober oræson da Sul ha da Vouel ? Ne guevet-hu quet d’an deziou pembez memes, peguement bennac a