Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/268

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
264
An eil Sul varn-uguent

Sicourit ha protegit ar re a so iseloc’h pe disteroc’h evidoc’h ; bezet douç ha patiant e quênver an oll : ret eo caout patiantet evit beva ervad gant pep sort tud.

Roït bepret exernpl vad d’ho nessa ; pidit evit-àn, ha pratiquet an œuvrou a visericord en e andret hervez ho commodite.

Grit evit Doue an oll vad a reot d’ho nessa : er fæçon-ze en ur renta d’an nessa ar pez a so dleet dezàn, e rentot er memes amser da Zoue pez a dleit ive dezân.

Reflexion voarnomp hon-unan.

Fidel oùn me da renta da Zoue ar pez a dleàn dezâ ? Clasq a ràn-me e pep tra plijout da Zoue hac ober e volonte ? Raporti a ràn-me dezàn va oll actionou ? Aba ma oùn voar an douar, peguement a amser am eus-me roet da Zoue ? Peguement amser a roàn me pep devez da Zoue ?

Ha sourcius oùn-me da renta d’am nessa ar pez a dleàn dezâ ?