Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/267

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
263
goude ar Pantecost.

E garet a dleit dreist quement tra so, ha beza disposet da vervel quent evit displijout dezàn.

Clasq plijout da Zoue hac accomplissa e volonte, e veuli hac e adori, a dle beza ho studi epad hoc’h oll buez. Ma ne illit quet beza occupet bepret d’e adori, songit da viana ur penn bennac eus an dez da veuli ha da exalti e berfectionou infinit, e c’hrandeur, e buissanç, e justiç, e furnez, e vadelez, e visericord.

Desirit ma vezo Doue anavezet, caret, servichet, meulet ha glorifiet gant an oll ; ha contribuit da guemense hervez ho callout, da viana dre hoc’h exempl-vad ha dre ho pedennou.

2 P. Rentit da Zesar ar pez a so da Zesar ; rentit d’ho superioret quen ecclesiastiq quen temporel, ar respet, an enor, an obeissanç a dleit dezo.

Tretit gant pep honestis ar re a so eus ho renq pe eus ho condition ; bezet serviabl ha carantezus en o andret.