Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/266

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
262
An eil Sul varn-uguent

a so merquet amâ ? Imaich Cesar eo, emind-y. Neuse e respontas dezo : rentit eta da Zesar ar pez a so da Zesar, ha da Zoue ar pez a so da Zoue. Admira a rezont e respont hac en em denzont.

Sant Vaze. Ch. 22.
Meditation voar ar pez a dleomp da Zoue, hac ar pez a dleomp d’an nessa.

Considerit penaus ez oc’h da Zoue ha quement tra hoc’h eus. Doue eo en deus ho crouet, Doue eo ho conserv, ha digantàn eo e teu hoc’h oll madou.

Roet en deus deoc’h ur speret evit e anaout, ur memor evit caout sonch anezàn, ur galon evit e garet, ha nerz evit e servicha. Raporti a dleit eta dezàn hoc’h oll actionou hac an oll affectionou eus ho calon. Ur servicher ne dle labourat nemet evit e vestr. Da biou eo dleet frouez ur vezen, nemet d’an hini en deus hi plantet ?

Renta a dleit da Zoue actionou a c’hraç evit e oll madelezou ha donæsonou.