Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/254

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
250
An naontecvet Sul

Ma ve ur fin bennac da boaniou ar re daounet, au Ifern ne ve mui Ifern ; an esperans da velet ar fin eus o foaniou a ve ur gonsolation evito.

Mæs allas ! an amser a visericord a so tremenet evit an eneou maleürus ze.

Just eo e ve tretet heb misericord ar re o deus abuset eus a vadelez hac ar batiantet a Zoue, ha dispriget e c’hraçou.

Antreit er santimanchou eus un daounet pehini a gouez en Ifern, pa vêl ar prison horribl-ze, an tân devorant-ze, an tourmanchou terribl-ze, ha pa gommans d’o santout : collet oùn, emezàn ; birviquen ne velin an Eê ; jamæs ne velin Doue, nac an Ælez, nac ar Sænt ; an tân a vezo eternellamant ma fartaich, collet oùn evit un eternite, ha collet oùn dre ma faut.

O pebes anquen, pebes horror, pebes disesper !

Reflexion voarnomp hon-unan.

N’am eus me quet meritet an Ifern ? N’er meritàn-me quet c’hoas ? Pebes sujet a spount evidon !