Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/253

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
249
goude ar Pantecost.

Beza ez eus un Ifern, abalamour ma eus un Doue infinimant just, pehini a bunis ar c’hrimou pe er bed-mâ pe er bed-all. Ar re vechant a so alies eürus voar an douar, ret eo eta e vent punisset goude o maro. Beza ez eus eta un Ifern, da lavaret eo, ur prison a dân e pehini ar bec’herien a anduro pep sort tourmanchou heb soulageamant na consolation ebet.

Peb-hini a vezo tourmantet hervez an nombr hac ar grevusdet eus e bec’hejou, ha pep pec’het en devezo e boan hac e dourmant particulier.

Pet pec’het n’am eus-me quet commetet, siouas din ? Pet tourmant eta n’am bezo-me quet da souffr er bed-ell, ma ne ràn pinigen en hemâ ?

2 P. Considerit an eternite eus ar poaniou a anduro ar bec’herien. O zourmanchou n’o devezo fin ebet : souffr a raïnt queit ha ma vezo Doue, Doue : goude quen alies a gant mil bloaz evel a c’heauten a so voar an douar, an eternite ne vezo diminuet a netra, hac atau e vezo o comanç.