Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/251

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
247
goude ar Pantecost.

ne deus moyen ebet deoc’h d’en em disober eus ur goall accustumans bennac ho pe quemeret ?

Ne doc’h-hu quet er c’hontrol ur pec’her presomptuus ? Songeal a rit-hu e viot pardonet gant Doue hac e viot salvet heb ober netra hoc’h-unan ?

Petra a rit-hu evit silvidiguez hoc’h ene ?

Pe seurt effort a rit-hu evit trec’hi ho coall inclinationou ?

Pebes profit a dennit-hu eus a c’hraçou an Autrou-Doue, eus e inspirationou santel ? Elec’h songeal da geinch buez, na berseverit-hu quet en ho tisurz heb remors nac aoun ebet ?

O va Doue, na bermetit quet e couessen nac er bresomption nac en disesper. Grit din ar c’hras da labourat evit silvidiguez va ene gant aoun ha gant spont en ur gonsideri va sempladurez ha va fragilite ; mæs liquit ive em ene ur fizians parfet en ho cras, en ho madelez, en ho misericord.