Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/250

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
246
An trivec’hvet Sul

consolation ebet ; mar seblant deoc’h e vec’h dileset gant Doue, hac e ve disesperet pep tra evidoc’h, na gollit quet couraich, en em acquitet atau ouz ho tever guella ma allot, en em abandonit hac en em resinet da volonte Doue ; livirit dezàn gant ur fizianç humbl : va Doue, ne gavàn consolation ebet em poaniou, ne gavàn goud ebet em devotionou, tourmantet oùn gant pep sort tentationou, ne ouzòn quet petra a teuin, quement a allàn da ober em affliction, eo en em abandoni etre ho taouarn : va oll boan ha va oll spont a dremen, hac en em gavout a ràn e peoc’h, querquen ha ma em eus lavaret deoc’h a galon : Va Doue, ne zesiràn nemedoc’h ; va Doue, en em abandoni a ràn deoc’h.

Reflexion voarnoc’h hoc’h-unan.

Ha beza hoc’h eus-hu an oll fizianç a dleit da gaout er visericord eus a Zoue ?

Na songit-hu quet marteze penaus