Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
239
goude ar Pantecost.

hac ar re a ra vad din, pebes carante na dleàn me quet da gaout evidoc’h, va Doue, c’houi pehini hoc’h eus grêt muy evidon, evit n’o deus-y grêt oll assambles, ha muy evit na ouffent da ober !

2 P. Dre hon œuvrou ispicial e tleomp disquez da zoue hor c’harantez : hervez ma en desq deomp hor Salver e-unan : An nep a vir va Gourc’hemennou, emezàn, hennes eo em char. Ar re a lavar din, va Doue, va Doue, ne antreint quet oll e Rouantelez an Eê, mæs quen ar re a ra bolonte va Zad.

Mar em eus carante evit un den, mar em eus ur mignon fidel, n’en em gontantàn quet da ziscleria dezàn dre va chomsou penaus er c’haràn, ober a ràn va fossibl da blijout dezàn e pep rancontr, divoal a ràn na zisplichen dezà e fæson ebet, ne espernan quet va foan evit renta servich dezàn, plijadur am eus en em antreteni gantàn, songeal a ràn alies ennàn, hac en em blijout a ràn o coms anezàn.