Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/242

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
238
Ar seitecvet Sul

Va Doue, c’houi a so va Zad, va c’hrouet hoc’h eus evit va renta eürus gueneoc’h en ho cloar, va frenet hoc’h eus en amser ma voàn collet, c’houi a so leun a garantez evidon, va c’harga a ret bemdez eus ho craçou hac ho tonæsonou, digueneoc’h eo am eus recevet quement mad am eus, ha digueneoc’h-hu eo ec’h esperàn quement mad a esperàn er bed-mâ hac er bed-all. Pet ræson, pet obligation n’am eus me quet d’ho caret-hu, va Doue ! Penaus e allàn-me goude quement a c’hraçou revus deoc’h va c’halon ha va c’harantez ?

C’houi va Doue, hoc’h eus roet din ar vuez ha furmet va c’halon : n’emedòn voar an douar ha ne vevàn nemet evit ho caret : ma n’ho caràn quet eta, e veritàn ar maro.

Pe sort natur a so em c’halon-me, ma ne garàn quet un Doue quer mad, un Doue quel liberal em andret, un Doue quen dign da veza caret !

Mar d’eo just din caout ur garante special evit va c’herent, va mignonet