Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
Ar bevare Sul eus an Azvent.

quellies a bec’het, hac a so exposet da quelliez a zanger ?

2. P. Ret eo ober pinigen, mæs petra a dleàn-me da ober evit quemense ?

Renoncit d’ar pec’het ha d’an occasionou a ell ober deoc’h e gommeti ; labourit da vortifia ho coal inclinationou ; grit œuvrou mad evit repari an drouc hoc’h eus grêt hac ar goal exempl hoc’h eus roet ; en em abstenit muya me ellot eus ar plijadurezou permetet en intantion da satisfia evit ar plijaduriou difennet hoc’h eus quemeret. Pratiquit ar vertuziou control d’ar viçou da bere hoc’h bet sujet.

Ur binigen excellant eo c’hoas souffr gant patiantet hac a galon vad an afflictionou, ar c’hollou, ar c’hroasiou a zigouez gueneoc’h. Ur binigen vad eo anduri gant resination da volonte Doue ar boan a santit en hoc’h etat, en ho tieguez, en ho labour, oc’h offri ar boan-ze da Zoue evit satisfaction eus ho pec’hejou.

Evit en em excita da ober pinigen,