nemert evit preseg ar binigen, an oll Brofetet o deus bepret prezeguet ar binigen ; Jesus en deus commancet e bredicationou dre exhorti ar bobl da ober pinigen, ha discleria a ra penaus hepdy ne deus quet a silvidiguez. Doue a so just : evelze ar pec’het a dle beza punisset er bed-mâ pe er bed-all ; rêt eo eta ober pinigen.
Ar binigen a so necesser non pas hepquen evit effaci ar pec’hejou commetet, mæs c’hoas evit en em breservi eus ar pec’het en amser da zont. Hor sempladurez hac hor fragilite a so bras, adversourien hor silvidiguez an drouc-speret, ar bed hac ar c’hiq, a ra deomp ur bresel continuel, ha ne allomp o zrec’hi nemert dre ar binigen.
Ar brassa Sænt, petra benac ma oa pur ha santel o buez, ha ma pelleent muia ma ellent dious ar bed ha dious an occasionou eus ar pec’het, o deus grêt pinigennou ar re rusta. Ha credi a allàn-me goudese e venn exant d’e ober, me pehini am eus commetet