Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
186
Ar c’huec’hvet Sul

quemeret ar seiz bara hac un neubed a besquet bian pere a voe cavet ive, e roas e venediction varnezo, hac o distribuas dre e Zisquibien d’an oll dud se, a bere a oa voardro pevar mil. Dibri a rezont, contantet ha rassasiet e voent oll, ha destumet e voe seiz panerad bara eus ar restou.

Sant Marc, Ch. 8.
Meditation voar an Alusen.

1 P. An obligation a brocur deomp an alusen.

2 P. Ar mad a brocur deomp an alusen.

Adoromp hor Salver pehini ne d’eo quet en em gontantet da ziscleria dre e gomsou e meur a rancontr an obligation hon eus da soulagi ar re baour ha d’o sicour en o necessiteou, mæs pehini a ro deomp c’hoas an exempl a guemense en Aviel-mâ.

Considerit eta penaus an alusen ne d’eo quet hepquen ur c’husul eus an Aviel, mæs ur gourc’hemen quer rigourus, ma vezo avoalc’h beza man-