Beza hon eus oll Superioret spirituel evel hor Pastor hac hor C’hovesour, da bere e tleomp obeissa, rac carguet int eus hon eneou ; derc’hel a reont en hor c’hénver plas an Autrou Doue ; anezo eo en deus lavaret Jesus-Christ : Piou benac ho cheleo, am cheleo me ; ha piou benac ho tispris, em dispris me. An dânvad pehini ne heul quet e Bastor, pe a bella dioutàn, a so en danger da veza taguet gant ar bleizi.
Beza hon teus superioret temporel, evel ar Roue hac ar re a command eus e berz, da bere e rencomp sugea ; car ne deus quet a autorite legitim, eme an Abostol S. Paul, a guement na zeu a Zoue, hac an nep a resist ouz ar Puissansou etablisset gant Doue, a resist ous Doue memes.
Beza ez eus erfin Superioret domestiq ouz pere e tleer senti. Pebes disurz na ve quet en un ty e pehini ne obeisse quet ur vreg d’e friet, ar vugale d’o zad ha d’o mam, ar servicherien d’o mæstr.