Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
177
goude ar Pantecost.

2. P. E pe fæson e tleer obeissa.

Consideri penaus ne deus den n’en deus ur Superieur bennac, da neubeta en un dra benac, hac evelse ne deus den na dle obeissa. Ar Roue hac ar Brincet pere ne zapandont nemet eus a Zoue er gouernamant temporel eus o Stadou, a so sujet da Lesennou Doue ha da re an Ilis, anaout a reont ur Superieur benac evit direction o c’houstians ; ha gant aoun ne raent netra a-enep ar justis pe enep avantaich ar bobl, en em c’houernont dre avis o c’honsaill.

Ne deus dignite ebet na puissans ne anaf ur buissans all superior, da behini par consequant e tle en em soumeti hac obeissa. Ur subordination, ur sugidiguez eo établisset gant ar Brovidans divin er gouernamant eus ar bed-mâ, pehini a-nez quemense ne alfe quet subsista nac en em gonservi. Ma ne ve quet a urz er bed, ma ne ve quet a sugidiguez hac a obeissans, ne ve guelet nemet disurz ha pep seurt fallagriez.