Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
162
Gouel ar Sacramant.

Act a Adoration,

Pehini a so mad da ober bemdez epad an eizvet-mâ hac e peb amser dirac ar Sacramant.

O va Jesus dous ha mad, peguer bras eo ho madelez evidomp, da veza instituet ar Sacramant adorabl-mâ evit chom ennàn bepret gueneomp evit beza hon recours, hon nerz hac hor c’honsolation voar an douar !

Hoc’h adori a ràn er Sacramant gant an oll respet ha gant an oll humilite a behini oùn capabl.

Hoc’h adori a ràn evel Autrou universel eus a guement tra so, ha Crouer ar bed-oll.

Anaout a ràn ez eo digueneoc’h em eus recevet ar vuez ha quement mad am eus, hac ez depandàn ac’hanoc’h e pep tra.

Hac evel ne doùn guet capabl d’ho trugarecât, d’ho meuli, d’hoc’h adori en ur fæçon dign ac’hanoc’h, me a offr deoc’h an oll actionou a c’hraç, an oll benedictionou, an oll meuleu-