Ha mont a rit-hu alies da visita Jesus-Christ er Sacramant an Auter ? Mar d’oc’h taust d’an Ilis, petra vir ouzoc’h-hu na brofitet eus an occasion gaër hoc’h eus ? Mar d’oc’h pel dious an Ilis, e ober a rit-hu da viana pa illit caout an occasion ; dre exempl, pa zeut d’an ofis, ha pa en em guivit abred, na illit-hu quet mont da guenta da saludi ha da adori ar Sacramant en neubet amser ? Elec’h en em acquita eus an dever-ze, na chomit-hu quet da gauseal gant ar re-all en dro d’an Ilis ?
Gant pebes respet en em zalc’het-hu dirac ar Sacramant adorabl ?
Ha songeal a rit-hu da exposi d’ho Salver carantezus ho poaniou hac ho miseriou, ha da c’houlen digantàn hoc’h ezomou, ispicial ar spirituel ?
Grit bremàn an Act a Adoration, an Act a Garante, hac an Amand enorabl a so amâ voarlerc’h.