Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
157
Gouel an Drindet.

Ra vezo eta hon devotion principala hac ordinala contempli ar Myster adorabl-mâ hac an obligation infinit hon eus d’an Tad Eternel, d’ar Map ha d’ar Speret-Glàn.

Leveromp alies, mæs bepret gant cals a respet hac a zevotion, ar c’homsou caër-mâ : Gloria Patri et Filio, et Spiritui Sancto. Gloar d’an Tad, gloar d’ar Map, gloar d’ar Speret-Santel. Ra servichint da ober deomp caout sonch eus an obligation hon eus da ober hon oll actionou evit gloar Doue, da rapporti dezàn ar gloar eus a bep tra, ha d’e drugarecât a bep tra.

P e d e n.

Tad eternel, va Doue ha va Autrou souveren, va c’hrouet hoc’h eus, va zennet hoc’h eus an neant, va c’harga a ret bepret eus ho madelezou ; pebes actionou a c’hraç ne dleàn-me quet renta deoc’h ! gant pebes carante ne dleàn-me quet ho servicha epad va oll buez !