Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/160

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
156
Gouel an Drindet.

2 P. Considerit penaus ne d’é quet avoalc’h cridi ar Myster-mâ, ret ê c’hoas anaout ha contempli alies an obligationou infinit hon eus d’an tri Ferson adorabl-mâ, evit o zrugarecât, ha renta dezo carantez evit carantez.

Doue an Tad en deus hor c’hrouet evit hon renta eternellamant eürus en Eê, hac hor c’haret en deus bete livra e Vap-uniq da vervel evit hor savetei.

Doue ar Map dre ur burzut a garante evidomp a so en em c’hret Den, hac en deus anduret bete ar maro evit hor prena.

Ar Speret-Santel a zesir gant ardeur hor sanctification hac hon eürusdet eternel, hac hor sanctifia a ra dre e c’hraçou, dre e inspirationou ha dre e zonæsonou.

Petra a ell beza capaploc’h da c’hounit hor c’halonou, da ober deomp caret an tri Ferson divin-mâ, ha lacaat hon oll fizianç enno, eguet consideri o madelez infinit evidomp hac o c’harante dreist vusul ?