Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
123
goude Pasq.

Ar re just er c’hontrol a so alies affliget, abalamour ne fell quet d’o Zad celestiel rei dezo plijadurezou an douar, pere o lacae en danger da goll madou an Eê.

Mæs ur cenchamant bras a vezo un deiz. Ar re vechant hac impi o deus en em rejouisset en o buez : un dristidiguez eternel a heulio ar joa-ze quer ber. Ar re just o deus bevet er boan hac er souffransou : Doue o c’hargo eus a ur joa pehini ne devezo fin ebet.

2 P. Considerit peguer vaen ha peguen tromplus eo eürusdet ar re vechant : e creis o frosperite hac o brassa plijadurezou, o c’halon n’en em guef quet contant : ar remors eus o c’houstians pehini a zeu bepret d’o zroubli ha d’o ficat, o rend maleürus.

Deut heur ar maro, o joausdet en em zench en un dristiguez estranch. Guelet a reont neuse peguement int en em dromplet, ha peguen abuset int bet gant ar bed hac e plijadurezou.

An amser dremenet pehini a represant dezo an drouc o deus grêt hac ar