Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/112

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
108
Ar Lun Fasq.

c’hoas eus ho tever pascal, liquit evez n’en em bresantac’h evit e ober, heb caout en ho calon an dispositionou.

2 P. Considerit penaus ne d’en quet c’hoas avoalc’h beza ressuscitet da ur vuez neve dre ar c’hras, ha beza grêt resolutionou mad, rêt eo ive quemer an oll moyenou evit conservi ar vue neve-ze.

Beillit eta bepret voar ho calon, bezit atau voar evez, ne ancoaït morse penaus emaouc’h etouez adversourien ho silvidiguez, ha voar un mor leun a zangerou. Disfiziet eus ac’hanoc’h hoc’h-unan : taustaït alies ouz ar Sacramanchou gant dispositionou santel : ho pet un devotion special evit an Itron Varia hac evit hoc’h Æl-mad : pedit-o da obteni evidoc’h digant Doue ar c’hras da berseveri bete’r fin en e garantez.

Songit peguement a dâl ar c’hras : beza ez eo ar pris eus a oll goad Jesus-Christ : pebes maleur ve evidoc’h coll ur c’hraç quer precius ! Un tensor eo, conservit-èn gant sourci, ha sa-