Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
107
Ar Lun Fasq.

vel d’ar pec’het, rêt ê renons d’ar pez a so bet caus deoc’h da bec’hi, rêt eo labourat da drec’hi ho coal-inclinationou, rêt eo cundui ur vuez buroc’h ha santeloc’h.

Petra servich deoc’h accusi ho pec’hejou, gouela, hirvoudi, en em humilia dre ar binigen, ma ne zenchit a vuez ?

Peguement a dud a dosta ous ar Sacramanchou en amser santel-mâ, hac a seblant beza ressuscitet ; mæs peguen neubet a zeu e guirione da ressuscita ! Cals a goevionou a voeler da Basq : hac èn a voeler cals a gonversionou ?

Mar hoc’h eus grêt deja ho Pasq, examinit ha c’hui hoc’h eus-èn grêt gant an dispositionou requis. Quemeret hoc’h eus-hu ur resolution ferm da bellaat diouz an occasionou dangerus evit ho silvidiguez ?

Resolvet mat oc’h-hu da resista ouz ho coal-inclinationou ? Cenchet hoc’h eus-hu buez ?

Ma ne doc’h quet en em acquitet