Da guenta, adorit Jesus-Christ pehini hoc’h eus an eur da bossedi enoc’h, ar Roue a c’hloar pehini a ra eürusdet ar Sænt hac an Elez en Eê.
D’an eil d’e drugarecât gant an oll ferveur a behini oc’h capabl, eus ar vadelez en deus bet d’ho pisita ha da antren en ho calon.
D’an drede, evel ma zeo e garantez e deus grêt dezan en em rei deoc’h, rentit dezan carantez evit carantez.
Ne deo quet necesser evït ober quemense, lavaret cals a dra : oc’h en em humilia hac oc’h en em zerc’hel en ur silans leun a respet, a admiration hac a garante dirac Jesus-Christ, e illit e adori hac e veuli ; ha renta dezàn actionou a c’hras quer couls, ha marteze gouell, evit na raec’h dre gals a oræsonou.
D’ar bevare, goude beza en em acquitet eus an deveriou-ze a respet hac a garantez e quénver hor Salver adorabl, exposit dezàn gant fizians ho poaniou, ho miseriou, ho tentationou, ho sempladurez, ha goulennit digan-