Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
Ar Yaou Amblit.

tàn ar graçou a bere hoc’h eus ezom. Ha betra e ouf-èn ho revus, goude beza en em roet e-unan deoc’h ?

En em arretit goudese un neubet amser da chelaou e goelet ho calon petra a c’houlen ive Jesus-Christ digueneoc’h ; ha mar desiret e accorde deoc’h ar pez a c’houlennit digantàn, accordit dezàn da guenta ar pez a c’houlen digueneoc’h.

Reflexion voarnoc’h hoc’h-unan.

N’am eus-me quet manquet avoejou da renta gras da Zoue goude ar Gommunion.

N’oùn me quet sortiet eus an Ilis quer buan n’am boa Sacramantet.

Lavaret a ràn ur beden benac, mæs ha songeal a ràn-me er principala tra a dleàn neuse da ober, peini eo consideri ar c’hras caër am eus recevet, consideri ar vadelez eus Jesus-Christ da veza deut d’am bisita ha d’en em rei e-unan din ? Songet am eus-me d’e adori, d’e drugarecat, da renta dezâ carantez evit carantez ?