Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
jeann d’arc.
c’hek er penn araok a ia varnhan en eur grena, re all a ia da c’houde ; ar pount a zo starteat, hag epad ma save Jeann hag he soudardet er c’hastell dioc’h eun tu, Orleaniz a zave ennan dioc’h an tu all. Ar Zaozon a oue oll lazet pe brizouniet.
Jeann a joumaz eur pennad er c’hastell gant aon ne vije deut di soudardet all ar Zaozon, mes finvjont ket. Goude e treuzaz ar pount evit mont e kear da gana an Te Deum gant an oll geariz. Eno e oue skuillet daelou puill, daelou a levenez.
Unan euz ar fuzuillou kenta (arquebuse). Eur forc’h a harp ar fuzuill, gant eur vouchen e veze entanet ar poultr.