Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
85
kastell an touriou kemeret.

Jeann er penn araok euz ar zoudardet : Jeann beo-buezeg, pa zonje d’ezho goulskoude o doa he lazet. Hag ar Zaozon ne c’heljont ket en em zifenn kalz, evel sounnet oa ho izili : ar c’hastell a oue kemeret.

Hogen, en em ganna a reat gant kounnar e daou leac’h : var mogeriou ar c’hastell ha var enn dorgenn huel pe dour bian distag dioc’h ar mogeriou : eur pount koat a rea hent euz an dorgen d’ar c’hastell dreist dour doun eun douvez ledan. Pa velaz Saozon an dorgen e oant kollet, ez ejont buan var ar pount evit en em zavetei er c’hastell ; mes Orleaniz o doa digaset dindan ar pount diou vag karget a geuneud, a bek, a roussin ; lakeat o doa an tan ennho. Pa deuaz eta ar zoudardet Saoz var ar pount, hema a ioa dija hanter-zevet ; terri a reaz, hag ar Zaozon geiz a oue beuzet pe zevet.

Etouez ar Zaozon-ze e oa eur c’habiten brudet, hanvet Glasdal ; en eur gomz ouz ar verc’hez iaouank en doa great anezhi : « Plac’h kollet » ha Jeann e doa lavaret d’ezhan araok an emgann : « Ar Zaozon a dec’ho euz a zirak Orleans, mes ne veloc’h ket ho tud o vont kuit ; » he c’homz a deuaz da vir : Glasdal a oue beuzet.

Epad ma teve lod euz Orleaniz pount bian ar c’hastell, eun nebeut o doa staget gant eul labour ken diez all : peurachui a reant pount braz Sant-Anton a dreuz ster al Loire en he hed. Evel m’eo bet lavaret, eur volz benag euz ar pount-se a ioa bet freuzet evit miret ouz ar Zaozon da zont dreizhan e kear, p’o doa kemeret kastell an Touriou ; brema, pa ’z-eo guir Fransizien a zaille var ar c’hastell dioc’h enn tu, Orleaniz a zigore hent evit mont ennan dioc’h eun tu all.

Lakat a rejont eun astenn d’ar pount, koatach an astenn ne oa nag hir na krenv, n’euz forz ! hiniennou, eur mar-