- Chalouni ker,
Araok lavaret bennoz Doue deoc’h evit beza digaset d’in ho levr, am euz bet c’hoant len eul lodennik anezan. Mes siouaz ! ne ket eul lodennik ebken am euz lennet ; n’am euz ket gellet eana gantan ac’han m’eo bet lennet ganen pen da ben.
Enor d’eoc’h ha d’ho ken-skrivanier, an Aotrou Madec, persoun Treflevenez. Setu ase eun dra hag a raio vad er vro, rak an oll a lenno ho puez Jeann d’Arc e brezounek, an dud koz koulz hag ar vugale. Ar c’halonou a drido oll o teski en ho levr peger braz e oue madelez Doue e kenver or bro pa gasas dezi, evit e savetei, eur plac’h ken burzuduz, eun hevelep santez. N’oc’h euz lezet en amc’houlou netra euz ar pez a ioa goest da rei enor d’ar Plac’h eüruz ha da ziskuez pegen izel oamp kuezet araok e donedigez.
Lod euz tud Breiz-Izel, ar re ebken a zo bet pell er skol o teski, a anaveze beteg-hen, kalz pe nebeut, oberou ar Verc’hez gloriuz. Mes an darn vuia n’o doa klevet hano ebet anezi. Den ebet n’en doa sounjet beteg vreman skriva e istor e iez or bro. C’hui ho taou ho peuz da genta bet ar zounj-se hag ho peuz great eul labour dispar. Hiviziken Jeann d’Arc a vezo divizet anezi e korn an oaled goude koan e peb ti var ar meaz evel ma vez lennet buez ar Zent...
Eur veich c’hoaz bennoz Doue deoc’h,
Bet barner e Raozoun.