a ieaz gant an oll d’an iliz veur da c’houlenn bennoz au Aotrou Doue var he armou, var gear, var ar vro a bez. D’an iliz eo e c’henchaz an dud, rak hed he buez ne ankounac’heaz morse e teue he galloud burzuduz digant Doue, hed he buez he ger a oue : « Doue, hon Aotrou, atao da genta.. » Dre ma ’z ea varzu an iliz, e lavare d’ar bobl : « Ne veulit ket ac’hanoun, me ne doun nemet breac’h Doue, Hen en deuz bet truez ouzoc’h, Hen en deuz va digaset ama da zavetei an dud vad a zo e kear Orleans. »
Pa oue achu ar pedennou en iliz, an oll a ieaz da ambroug Jeann betek he zi ; ha disken a reaz e ti Jakez Boucher, arc’hantaer kear, rak pried Jakez a ioa guella ha furra maouez a anavezet e kear Orleans. O veza ma ne doa debret netra abaoue sav heol, Jeann a gemeraz eun tamik pred ; ne gemeraz nemet eun tam bara soubet en dour-vin. N’eo ket da glask friko e oa eat en eun ti pinvidik, mes da glask urz ha skouer vad. Ar verc’hez iaouank a ieaz da gouskat abred, ober a reaz da Charlott, merc’h kosa an arc’hantaer tremen an noz er memez kampr ganthi. Epad ma oue o vrezelekât, e klaskaz atao kaout eur vaouez en he c’hampr ; pa ne gave hini, ez ea da gouskat eb en em ziviska.
Antronoz vintin Jeann a ziskleriaz da Zunois e tliet mont d’ar Zaozon dioc’htu. Hen ne anaveze ket c’hoaz galloud ar verc’hez iaouank, setu perak, e respountaz d’ezhi : « Ne c’hellomp ket ober netra araok ma vezo deut ama arme ar roue ; re nebeud a dud oump. » Jeann, diez he fenn, a zistroaz da di he hostizez, mall e doa da staga d’al labour, ha setu ma reat dezhi choum da ehana. Ar verc’hez iaouank a skrivaz neuze eun eil lizer d’ar Zaozon evit kemenn d’ezho, a berz Doue, mont kuit,